Russia is waging a disgraceful war on Ukraine.     قف مع أوكرانيا!
يشارك
حجم الخط
الترجمة
Swap languages

Ar paotr difeiz

Daoust hag ez eus, en amzer a-vremañ, un dra kasausoc'h
ha dic'hoanagoc'h eget chom hep krediñ en Doue?
 
C'hoant am eus da gaout feiz ma glaouaer
'zo eürus evel ur pab ha konk evel ur roc'h
 
Ma amezeg en estaj, ur Blaise Pascal bennak,
en deus roet din hegarat an ali-mañ:
 
Deuit en ho taoulin, pedit hag aspedit,
grit neuz da grediñ, hag emberr e kredot.
 
Kregiñ a ris da zibunañ, pennoù ma daoulin war al leur,
ma holl Ave Maria-où, ma holl Bater Noster-ioù.
 
Er straed, en tavarnioù, en trenioù, er c'hirri-boutin,
ma holl De Profundis, ma holl vMorpionibus.
 
D'an ampoent-se, kavet ganin e-kreiz al linad
ur soutanenn diouzh ma ment, en em zrevezis ganti.
 
Ha nevez-kerniet, ma gitar em dorn
ec'h is el lev war-zu feiz ar salvidigezh.
 
Kejañ a ris gant ur boezellad liperezed treid ar sent.
O ma c'hemer evit unan all 1 e lavarjont din a-gor:
 
"Ma Zad, kanit deomp 'ta ur ribourtadenn sakr bennak,
ur ganaouenn santel bennak eus ar seurt ez out ur mailh warno."
 
O skrabañ birvidik ar c'herdin gant ma bizied,
e stagis gant "ar Gorilh" ha "Gast ac'hanout" 2
 
O krial d'an afronter, d'an treitour, d'ar pilpouz,
e klaskont d'am lakaat da c'houzañv ar memes boureveri hag Abelard.
 
Mont a ran da greskiñ niver ar mudion eus ar saray,
ne zeuint ket ar c'hoantenned ken d'en em istribilhañ ouzh ma bruched.
 
A-drugarez d'am mouezh krennet, ur plas war wel am bo
e-kreiz ar "Ganourien vihan o C'hroaz koad" 3
 
Un itron-vaeronez, desachet gant ar safar,
a youc'has: "Petra emaoc'h oc'h ober, paour-kaezhed? Arsavit!"
 
"Kement a wazed 'zo hiziv gwall dechet
gant aheurtiz da vont ouzh Kupidon war an tu gin.
 
"Kement a wazed o tioueriñ eus o feadra gourel:
arabat o zennañ digant ar re o deus c'hoazh anezho."
 
Ur mell efed a reas seurt arguzennoù a-bouez:
ma lezel a rejont da vont gant youadegoù bras.
 
Hogen n'astennin ket an disterañ kammed ken war hent an neñv:
dont a ray ar feiz diouzh e benn e-unan, pe ne zeuy ket.
 
Biskoazh n'em eus lazhet, biskoazh ivez n'em eus gwallet,
bez' ez eus ur frapad bennak abaoe ne laeran ket ken.
 
Mard ez eus eus an Hini Peurbadel, a-benn ar fin e welo
n'eo ket gwashoc'h ma emzalc'h eget m'am befe ar feiz.
 
  • 1. Damgomz a ra eus an Tad (Aimé) Duval (+ 1984), un tad jezuist brudet evit e ganaouennoù deol, hag a rae berzh en amzer-se. Lesanvet e oa "le Brassens en soutane". Meneget eo ivez gant Brassens er ganaouenn "les Trompettes de la renommée".
  • 2. Div eus e ganaouennoù disevenañ.
  • 3. "Les Petits chanteurs à la Croix de bois", ur bagad bugale kanourien brudet d'an amzer-se.
كلمات أصلية

Le mécréant

كلمات الاغنية (الفرنسية)

Georges Brassens: أعلى count@
Idioms from "Le mécréant"
التعليقات