Русия води позорна война срещу Украйна.     Бъдете с Украйна!
Споделяне
Размер на шрифта
Превод
Размяна на местата на текста и превода

Brezel Per

Te a gousk interet en ur maez gwinizh,
n'eo ket ar roz, n'eo ket ar tulipez
a ziwall anezhañ e skeud ar fozioù teñval
met eo mil rozenn-aer ruz.
 
Fellout a ra din a-hed ribloù ma froud
e redfe ar vekeded, ar vekeded c'hris,
ha ne ken korf marv ar soudarded
kaset e divrec'h gant ar red.
 
Se a lavares pa oa er goañv
ha gant ar re all trema'n ifern
ez ez atristet evel an hini a zle mont,
an avel a duf dit erc'h d'ar fas.
 
Harp Per! Harp Per bremañ!
Lez an avel da flourañ ac'hanout!
Mouezh reuzidi ar brezel a gasez ganit,
Ur groaz eo ar gopr evit ar re a ro o buhez.
 
Met ne gleves ket ha tremen a rae
an amzer, ar mizioù e kammed java
degouezhet az peus da dremen an harz
en un deiz brav e nevezamzer.
 
Ha pa valees gant an ene war an divskoaz
ez peus gwelet un den ahont en draoñienn
an doa ar memes imor fall ganit,
met un lifre a liv disheñvel.
 
Tenn warnañ Per, tenn warnañ bremañ,
ha goude ur tenn, tenn warnañ adarre!
Betek ma weli anezhañ diwadet
o kouezhañ d'an douar en e wad gantañ.
 
Ha ma tennez warnañ er penn p'er c'halon
n'en do nemet an amzer da vervel,
met din e vano an amzer da welet,
da welet daoulagad un den o vervel.
 
E-keit ha ma en em chalez gantañ
en em dro hennezh, spontet e wel ac'hanout
e fuzuilh a gemer ha warnout e tenn,
setu ar gopr evit da gourtezi.
 
D'an douar out kouezhet hep garmoù
hag en ur c'houlz ez peus merzet
n'az pije ket bet a-walc'h a amzer
da c'houlenn pardon evit da holl bec'hedoù.
 
D'an douar out kouezhet hep garmoù
hag en ur c'houlz ez peus merzet
e oa da vuhez echu en deiz-se
ha ne vijes biken distroet d'ar gêr.
 
Ma c'harantez, da vervel e miz-Mae
eo ret kalz, marteze re a c'halon.
Ma c'harantez, war-eeun d'an ifern
em bije aet gwell en un deiz goañv.
 
Emañ ar gwinizh o selaou ac'hanout
hag en divrec'h e stardez ur fuzuilh.
Hag er genoù e stardez gerioù
re revet d'en em ziskornañ gant an heol.
 
Te a gousk interet en ur maez gwinizh,
n'eo ket ar roz, n'eo ket ar tulipez
a ziwall anezhañ e skeud ar fozioù teñval
met eo mil rozenn-aer ruz.
 
Оригинален текст

La guerra di Piero

Натиснете тук, за да видите оригиналния текст (италиански)

Коментари