Advertisements

Dom Duff - C'hwezh Kerlosket

Breton
A A

C'hwezh Kerlosket

Gant e daol-mouezh lijer en e c'henou
E votoù ler 'vit an hentoù,
An den a red dindan al loar,
Kazel kazel gant e skeud w ' an douar.
 
Abaoe 'm eus kuitaet ma bro karet,
Ba 'n tu all da lec'h anv Budapest,
Kollet on bet war an hentoù,
Etre kêr Drakula ha menezioù.
 
Sikourit ac'hanon, mar plij, paotred,
Da kaout un doenn 'vit ma c'hroc'hen!
 
Souchet 'm eus ma fenn dirak bleizi,
Roet d'in ur fuzuilh da lazhañ-i
Bremañ 'maint atav aze
Ha mistri an douar int adarre.
 
Sikourit ac'hanon, c'hwi tud an noz,
Da glask un doenn 'vit ma repoz!
Ma c'hontre kaezh zo ken kras
'vel tali peñseet war an treazh
 
Taolet gant lanv war an aot pras
O ma zudoù kaezh, pelec'h emaoc'h c'hoazh ?
Enoeet on atav war an hentoù
Hep bezañ seder gant ma zudoù
 
'Maon o redek, war-lerc'h n'ouzon ket petra
Hag eus c'hwezh Kerlosket 'm bez soñj atav!
 
Sikourit ac'hanon, mar plij, paotred,
Da kaout un doenn 'vit ma c'hroc'hen!
 
Thanks!
Submitted by PaotrLaouenPaotrLaouen on Sat, 17/10/2020 - 22:07

 

Advertisements
Video
Translations of "C'hwezh Kerlosket"
Comments
Read about music throughout history