Russia is waging a disgraceful war on Ukraine.     Stand With Ukraine!
Share
Font size
Translation
Swap languages

Ar bobl unanet biken ne vo trec'het

Ar bobl unanet biken ne vo trec'het,
Ar bobl unanet biken ne vo trec'het...
 
War-sav, kanit
rak war trec'hiñ emaomp.
Mont a ra dija war-raok
bannieloù an unaniezh.
Ha te a zeuy
o kerzhout a-gevret ganin.
Ha mod-se e weli
da ganenn ha da vanniel oc'h ober berzh
Sklêrijenn
un tarzh-deiz ruz
a gemenn dija
ar vuhez a vo.
 
War-sav, kerzhit
war trec'hiñ ema ar bobl.
Gwelloc'h e vo
ar vuhez a zeuio
da c'hounit
hon eürusted.
Hag en ur youc'hadeg
e savo mil gri emgann
o tistagañ
ur ganenn a frankiz,
gant hardizhegezh
e vo trec'h ar mamm-vro.
 
Ha bremañ e sav
ar bobl da stourm,
gant ur vouezh a ramz
e yud: war-raok!
 
Ar bobl unanet biken ne vo trec'het,
Ar bobl unanet biken ne vo trec'het...
 
Emañ ar mamm-vro
o c'hoveliañ an unaniezh
adalek an norzh betek ar su.
Mont a ray e-barzh
adal an holenenn
tomm-gor ha maenek,
betek koad an hanternoz.
Unanet ken er stourm ken el labour
ez aint
hag en em ledint war ar mamm-vro.
Dija o c'hammedoù
a gemenn an dazont.
 
War-sav, kanit,
war trec'hiñ ema ar bobl.
Milionoù a zud
a laka dija ar wirionez da ren.
Ur batailhon birvidik
a zir int-i;
o zaouarnoù a zoug
ar justis hag ar rezon.
Ar vaouez
gant tan ha kalon
emañ dija war al lec'h
asambles gant al labourer,
 
Ha bremañ e sav
ar bobl da stourm,
gant ur vouezh a ramz
e yud: war-raok!
 
Ar bobl unanet biken ne vo trec'het,
Ar bobl unanet biken ne vo trec'het...
 
Original lyrics

El Pueblo Unido Jamás Será Vencido

Click to see the original lyrics (Spanish)

Comments
Read about music throughout history