Advertisements

Khorakhané (Breton (Brezhoneg) translation)

  • Artist: Fabrizio De André
  • Song: Khorakhané 11 translations
  • Translations: Breton (Brezhoneg), Croatian, English #1, #2, French, Friulian, German, Greek, Portuguese, Russian, Serbian

C'horac'hane

Ar galon a c'horreka hag ar penn a gerzh
e puñs-se staot ha simant
d'ar park-se diframmet gant an avel
dre forzh bezañ avel
 
Me am eus an holl anvoù-badez
ha pep anv a zo siell ur paseporzh
evit un roudouz ur vro ur koabrenn ur c'han
evit un diamant kuzhet er bara
 
evit ur gwall imor ar gwad hepken,
evit memes abeg ar veaj, beajiñ.
Ar galon a c'horreka hag ar penn a gerzh
e teñvalijenn manejoù dilezet
 
ur Rom bennak en deus chomet italian
evel kouevr o tuiñ war ur voger,
gouzout lenn levr ar bed
gant gerioù o cheñch ha hep skritur
 
war hentoù gwasket e boz an daouarn
kevrinoù spontus, betek ma
en em gav unan ganit hag en em anav
hag enaou pep bro ha pleg ar peoc'h
 
ar baotred a gouezhe eus ar deiziadur
Yugoslavia Polonia Hungaria
ar soudarded a gemere holl
ha holl a skoe kuit
 
ha da fest Sant Jorj e miz Mae e oa Mirka
o c'hoarzin hag oc'h evan etre flamm ar bleuñv,
hag o kargañ an daoulagad e oa daeroù divec'h,
hag eus an daoulagad e gouezhent
 
bremañ savit merch'ed nevez
poent eo bremañ da vont
gant gwazhied glas-oabl an daouarzorn
hiziv ivez ez eer da glask aluzen
 
ha mar talvez an dra-se laerezh
un tamm bara etre mizer ha chañs,
da velezour ar kampina-mañ
da va daoulagad boull evel ur c'himiad
 
e c'hell lavaret hepken an hini a oar dastum en e c'henoù
savboent Doue.
 
Ma fenn a bozin war za zivskoaz
hag a rin
hunvre mor
ha warc'hoazh tan keuneud
evit ma teu an aer c'hlas
da di
ha piv a gonto
piv a vo
an hini a chom a vo
me a heulio ar vigrazhon-mañ
me a heulio
red eskell.
 
Submitted by LobolyrixLobolyrix on Thu, 16/02/2017 - 20:03
Author's comments:

Evit frankiz ar pobloù a-enep d'ar brezel hag ar feulster
Pour la liberté des peuples, contre la guerre et la violence

ItalianItalian

Khorakhané

Comments