La mauvaise réputation (Breton translation)
Breton translationBreton
A
A
Ar brud fall
Versions: #1#2
Em farrez, kuit a fouge,
Brud fall am eus-me.
P'en em zispac'han pe choman sioul,
un n'oûn-petra a reer ouzhin.
Ne ran gaou da zen koulskoude
o vont gant ma hent war ma fouezig.
Hogen ne blij ket d'an dud a-feson
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
Sur a-walc'h, ne blij ket d'an dud-se
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
An holl a zroukkomz diwar ma fenn
war-bouez ar re mut, anat deoc'h holl.
D'ar bevarzek a viz Gouere
e choman klet em gwele blot.
Ne sell ket diouzhin
ar sonerezh a vale d'ar paz.
Ne ran gaou da zen koulskoude
o chom hep selaou ouzh sonirioù trompilh.
Hogen ne blij ket d'an dud a-feson
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
Sur a-walc'h, ne blij ket d'an dud-se
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
An holl am diskouez gant o bizied
war-bouez ar re vank, hep mar ebet.
Pa gejan gant ul laer droukchañsus,
un troc'her-buzhug o redek war e lerc'h,
e savan ma c'hraban ha, didalvoud eo nac'hañ,
setu an troc'her-buzhug astennet war al leur.
Ne ran gaou da zen koulskoude
o lezel ar c'hwiperien avaloù o redek.
Hogen ne blij ket d'an dud a-feson
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
Sur a-walc'h, ne blij ket d'an dud-se
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
An holl en em strink warnon
war-bouez ar revrioù-mogn, se 'zo e-barzh.
N'eo ket ret bezañ Jeremi
evit diouganañ ar sord 'zo tonket din.
Mar kavont-i ur gordenn diouzh o c'hoant
he lakaat a raint en-dro d'am gouzoug.
Ne ran gaou da zen koulskoude
o vont gant hentoù na gas ket da Rom.
Hogen ne blij ket d'an dud a-feson
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
Sur a-walc'h, ne blij ket d'an dud-se
ez aer gant un hent n'eo ket o hini.
An holl a zeuy d'am gwelout krouget
war-bouez ar re zall, sklaer eo an dra.
Thanks! ❤ | ![]() | ![]() |
thanked 1 time |
✕
Translations of "La mauvaise ..."
Breton
Please help to translate "La mauvaise ..."
Collections with "La mauvaise ..."
1. | Top 100 des plus belles chansons françaises |
2. | Brassens |
Georges Brassens: Top 3
1. | Les copains d'abord |
2. | Chanson pour l'Auvergnat |
3. | La mauvaise réputation |
Comments
Music Tales
Read about music throughout history