-
Ar sorserez • Grands interprètes de Bretagne, vol. 5
✕
Proofreading requested
Original lyrics
3 translations
Ar sorserez lyrics
Lâret din-me 'ta, plac'hig
plac'hig a driwec'h vlê
gant piv az peus-te desket
da sorserezh kentañ
Digant ur skolaer yaouank
eus kostez di ma zad
En deus desket din an droug
e-lec'h deskiñ ar mad
En deus desket din an droug
e-lec'h deskiñ ar mad
Hag am c'hase g'añ bemnoz
da selaou ar Sabad
Lâret din-me 'ta plac'hig
Plac'hig a driwec'h vlê
Gant petra az peus graet
Da sorsezeh kentañ
Gant lagad kleiz ur mal bran
Ha kalon un touseg
An had demeus ar radenn
Da Ouel-Yann dastumet
An had demeus ar radenn
A zigor deus an noz
Me 'm oa bet dastumet
Bozadenn er fest-noz
Hag an hini 'n digoro
en n'o ur c'halonad
Ennañ zo labousigoù
hag a zo maget mat
Ennañ zo labousigoù
Hag a zo maget mat
Na n'eo ket gant kig konifl
Kennebeut gant kig gad
Na n'eo ket gant kig konifl
Kennebeut gant kig gad;
Gant gwad an inosanted
'Raok ma vent badezet
Me 'm eus ur bernig keuneud
er gêr e penn ma zi
Lakaan ma c'houfrig balon
En e greiz da leskiñ
Ennañ zo seizh aer-wiber
o c'horiñ ur serpant
Evit leskiñ ar bed-mañ
perpetuelamant
Pa oa 'r bugel er porched
Hag en gwisket en gwenn
Me ouie mont d'en laerezh
Deus dindan ma danter
Ouien harz' deus ar beleg
Da lâret ofern-bred
Da gonsakri un osti
Ma vez din permetet
Me meus ur parkad segal
Er gêr e ti ma zad
Hag a oa ret din hadañ
O triwec'h poezellad
Hag a oa ret din hadañ
O triwec'h poezellad
A-benn pa oa dastumet
Oa ket ur rennal vat
C'hoazh mar 'mije bet bevet
C'hoazh ur bloavezh pe daou
Me 'm oa laket Breizh Izel
Da dreiñ war e genoù
Me m'oa lakaet entanañ
Kerc'h, segal, gwinizh du
Heñvel d'un aourenn melen
'Barzh kornig al ludu
O tav aze 'ta plac'hig
Na trawalc'h az peus graet
Seizh lev en-dro d'ho annez
Ne ziwan greunenn ed
- 1. Transformé en "koufrig balan", coffre d'ajonc (!), dans d'autres versions. Les versions anciennes donnent "koufrig bahud", avec le même sens de coffret à couvercle bombé.
Les Sœurs Goadec: Top 3
1. | En garnison |
2. | Ar Verjelenn |
3. | Ar sorserez |
Comments
Russia is waging a disgraceful war on Ukraine. Stand With Ukraine!
France: Top 7
Manu Chao Folk, Latino, Punk, | |
Indila Pop, R&B/Soul, | |
Barbara Pravi Pop, Singer-songwriter | |
Gipsy Kings Flamenco, Pop, Salsa | |
Édith Piaf Singer-songwriter | |
Zaz Jazz, R&B/Soul, | |
Charles Aznavour Singer-songwriter |
Autre version d'une chanson interprétée par Annie Ebrel (https://lyricstranslate.com/fr/annie-ebrel-ar-sorserez-lyrics.html).
Il en existe de nombreuses autres, parfois assez anciennes (cf. http://per.kentel.pagesperso-orange.fr/frame_titres.htm, n° 309-310). L'une d'elles, recueillie par La Villemarqué dans le "Barzaz Breiz" (https://br.wikisource.org/wiki/Barzhaz_Breizh/1883/Loiza_hag_Abalard) mélange cette légende avec l'histoire d'Héloïse et Abélard. Toutes présentent des passages corrompus par suite d'une tradition orale peu fiable. L'ordre des éléments est notamment très instable et souvent incohérent.