Russia is waging a disgraceful war on Ukraine.     Stand With Ukraine!
  • Les Sœurs Goadec

    Ar viniou [sic]

Share
Font size
Original lyrics

Ar viniou [sic] lyrics

N'eo ket difennet gant Doue
Gant an eskob gant ar roue
Dañsal d’ar Sul ha d’ar gouelioù
Nemet e-pad an ofisoù
 
Nag ar rest deus an amzer all
Emañ libr ar bobl da zañsal
Ha lez enni beleg ar Goff
Da gontañ faribolennoù.
 
Beleg ar Goff zo 'n den mechant
A neus laeret an instrumant
Da gas gantañ d'e vatimant
'Vit divertisiñ an dud yaouank
 
Dindan e gazel ur sac'h ler
Hag e wask warnañ dre vodig
Dindan e gazel ur sac'h ler
Hag e wask warnañ dre vodig
 
Neb a son gant ar binioù
'Renko kaout kalz instrumanchoù
Un indiker, un ibil berr
un ibil beuz 'ba'n e c’henoù
 
Dindan e gazel ur sac'h ler
Hag e wask warnañ dre vodig
Dindan e gazel ur sac'h ler
Hag e wask warnañ dre vodig
 

 

Translations of "Ar viniou [sic]"
Les Sœurs Goadec: Top 3
Comments