Advertisements

Please help to translate "Gwin ar C'hallaoued ha Koroll ar C'hleze"

Breton (Brezhoneg)
A A

Gwin ar C'hallaoued ha Koroll ar C'hleze

Gwell eo gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo gwin gwenn barr
 
Tan ! tan ! dir ! o! dir ! tan ! tan ! dir ha tan !
Tann ! tann ! tir ha tonn ! tonn ! tann ! tir ha tir ha tann !
 
Gwell eo gwin nevez
O ! na mez !
Gwell eo gwin nevez
 
Tan ! tan !...
 
Gwell eo gwin a lufr
O ! na kufr
Gwell eo gwin a lufr
 
Tan ! tan !...
 
Gwell eo gwin ar Gall
Nag aval
Gwell eo gwin ar Gall
 
Tan ! tan !…
 
Gall, d’id, kef ha deil
D’id pez-teil !
Gall, d’id, kef ha deil
 
Tan ! tan !…
 
Gwin gwenn, d’id, Breton
A galon !
Gwin gwenn, d’id, Breton
 
Tan ! tan !…
 
Gwin ha goad a red
Enn gefred ;
Gwin ha goad a red
 
Tan ! tan !…
 
Gwin gwenn ha goad ruz
Ha goad druz ;
Gwin gwenn ha goad ruz
 
Tan ! tan !…
 
Goad ruz ha gwin gwenn
Eunn aouen !
Goad ruz ha gwin gwenn
 
Tan ! tan !…
 
Goad ar C’hallaoued
Eo a red ;
Goad ar C’hallaoued
 
Tan ! tan !…
 
Goad ha gwin eviz
Er gwall vriz ;
Goad ha gwin eviz
 
Tan ! tan !…
 
Gwin ha goad a vev
Neb a ev ;
Gwin ha goad a vev
 
Tan ! tan ! ...
 
Goad gwin ha korol
D’id, Heol !
Goad gwin ha korol
 
Tan ! tan ! ...
 
Ha koroll ha kan
Kan ha kann !
Ha koroll ha kan
 
Tan ! tan ! ...
 
Korol ar c'hleze
Er eze ;
Korol ar c'hleze
 
Tan ! tan ! ...
 
Kan ar c'hleze glas
A gar lazh ;
Kan ar c'hleze glas
 
Tan ! tan ! ...
 
Kann ar c'hleze goue'
Ar Roue ;
Kann ar c'hleze goue'
 
Tan ! tan ! ...
 
Kleze ! Roue bras
Ar stourmeaz ;
Kleze ! Roue bras
 
Tan ! tan ! ...
 
Kaneveden gen !
War da benn !
Kaneveden gen !
 
-Tan ! tan ! dir ! dir ! o ! dir! tan ! tan ! dir ha tan !
Tann ! Tann ! Tir ! ha tonn ! Tonn ! Tann ! ..
 
Please help to translate "Gwin ar C'hallaoued ha Koroll ar C'hleze"
Comments