Rusia lleva a cabo una guerra vergonzosa contra Ucrania.     ¡Defiende a Ucrania!
Cómo apoyar a Ucrania 🇺🇦 ❤️
Compartir
Tamaño de fuente
Traducción
Intercambiar idiomas

En disheol eus kalon ma c'haredig

En disheol eus kalon ma c'haredig
oa manet kousket ul labousig
d'un deiz ma rae-hi neuz
da vezañ ar Goantenn gousket er c'hoad.
 
Me avat, o taoulinañ,
hor saveteit, kornandonezed mat!
klask a ris da lakaat war ar galon-se
un doare pok.
 
Neuze kregiñ a reas al labous milliget-se
da youc'hal "Harz al laer",
"Harz al laer", hag "Harz ar muntrer"!
evel ma 'z afen d'e gorf-eñ.
 
Diwar c'halvadenn al labous diboell-se
un tousmac'h bras a savas e Landerne.
An holl hag ar re all1 a ziredas
raktal evit degas sikour dezhi.
 
Kement a drouz hag a safar
a ziboulzas ar strobinell
hag ar goantenn, disaouzanet ma oa,
a serras he c'halon ouzh ma fokadenn.
 
Ha diwar neuze eo, ma c'hoar,
ez on deut da vezañ chaseer,
ha gant un arbalastr em dorn
ec'h ergerzhan ar koadoù hag ar gwenodennoù.
 
  • 1. Ger-ouzh-ger: pep hini hag e dad.
Letra original

À l'ombre du cœur de ma mie

Letras de canciones (Francés)

Georges Brassens: 3 más populares
Comentarios