Oroszország gyalázatos háborút folytat Ukrajna ellen.     Állj ki Ukrajnával!
Ossza meg
Betűméret
Fordítás
Swap languages

Ar C'hrokanted

Mont a ra ar c'hrokanted da gêr, a-c'haoliad war o gwenneien
evit prenañ gwerc'hezed digant tud vat ha deol;
war ur priz arc'hant e laka ar c'hrokanted
o dorn warno, o dorn dindano.
Hogen kig Liza, kig fresk Lizaig
(bezet se gouzañvet gant an toulloù-revr karget ag aour)
se zo evit beg an hini a zeuio da gentañ
gant e zaoulagad tener hag e zaouarn goullo.
 
(Diskan:)
Kontristet eo ar c'hrokanted, souezhet int
souezhet, souezhet,
rak ur plac'h, ur plac'h koant ken-ha-ken
en em ro, en em ro
d'an istrogell kentañ o tremen.
Kavout a ra souezh ar c'hrokanted en pep tra.
 
(D'an diskan.)
 
Plac'hed a zoareoù mat, plac'hed a vuhez vat
hag o deus gwerzhet o bleunienn orañjez war enkant d'ar marc'had
a ya da dorimellat e gweleoù ar c'hrokanted
pa fell d'ar c'hrokanted...
Hogen kig Liza, kig fresk Lizaig
(bezet se gouzañvet gant an toulloù-revr karget ag aour)
biskoazh n'en deus kinniget e vadelezh
war ur priz bennak, en enep d'he c'halon.
 
(D'an diskan.)
 
Plac'hed a vuhez vat, sonn eo o c'halonoù,
hag ar bleunioù a gaver enno 'zo gwarantet evit pell amzer,
evel ar bleunioù paper war an tokoù,
ar bleunioù maen war ar bezioù.
Hogen kalon Liza, kalon vras Lizaig,
plijout a ra dezhi cheñch he stumm pep amzer-bloaz:
morse div wech ar memes liv,
morse div wech ar memes bleunienn.
 
Eredeti dalszöveg

Les croquants

Dalszövegek (Francia)

Hozzászólások