Advertisements

La femme du vent (브르타뉴어 번역)

브르타뉴어 번역브르타뉴어 (equirhythmic)
A A

Gwreg an avel

Mammig, 'n avel 'ra askell din
ma zroñsañ 'ra ha ma stlabezañ
ha sutellat ouzhin gerioù
- Feiz, displijus eo se, merc'hig!
- Displijusoc'h eo c'hoazh, Mammig
rak 'n avel vras 'zo gwaz kleiz din.
 
(Diskan)
Merc'hig foll, plac'h kleiz d'an avel
serr da gorfelezh
stou da benn izel-mat
Taol evezh: 'nep a gar 'n avel
hennezh a c'han korventennoù
hennezh a c'han korventennoù
 
Mammig, 'n avel am heuilh bep-lec'h,
ma zourmantañ hag heurtañ 'ra,
bountañ ma boliji diouzh noz.
- Feiz, un dra lu a vo ouzhit
Peseurt neuz 'vo ganit neuze
pa wilioudi un avel-sil?
 
(Diskan)
Merc'hig foll, gwreg kleiz an avel
serr da gorfelezh
stou da benn izel-mat
Taol evezh: 'nep a gar 'n avel
hennezh a c'han korventennoù
hennezh a c'han korventennoù
 
Mammig, 'n avel am c'har ken start
m'eo ret digeriñ ma frenestr
n'houll ket kousket ken er-maez
ur bugel, me soñj din, 'zo 'tont
- Merc'hig, tec'hout a rin-me kent
bezañ e vamm-gozh d'an avel.
 
(Diskan)
Merc'hig foll, gwreg kleiz an avel
serr da gorfelezh
stou da benn izel-mat
Taol evezh: 'nep a gar 'n avel
hennezh a c'han korventennoù
hennezh a c'han korventennoù
 
Mammig, ganet eo bet ma mab,
ha bloñset-holl on-me chomet
Amzer n'em boe ket d'e welout:
ma lezel 'reas em follentez,
ha setu-eñ tec'het, Mammig,
war roudoù e dad an avel.
 
N'eo 'met avel ma c'harantez,
daoust hag em eus avel em fenn?
Peogwir out tec'het, ma mabig,
ez in gant ar gorventenn,
ez in gant ar gorventenn.
 
고마워요!
투고자: PaotrLaouenPaotrLaouen, 木, 03/12/2020 - 00:05
프랑스어프랑스어

La femme du vent

Advertisements
"La femme du vent"의 번역
브르타뉴어 EPaotrLaouen
코멘트
Read about music throughout history