Chanson pour l'Auvergnat (tłumaczenie na bretoński (Brezhoneg))

Reklamy
tłumaczenie na bretoński (Brezhoneg)bretoński (Brezhoneg)
A A

Sonenn evit an Arvernad

Evidout-te 'zo bet savet ar sonenn-mañ,
te, an Arvernad a roas din
didro-kaer pevar zammig keuneud
pa rene riv war ma buhez.
Roet ez peus tan din
tra m'ar baganed ha paganezed
hag an holl dud a goustiañs vat
o doa serret o dor ouzh ma zal.
 
N'oa se nemet un tan keuneud,
met tommet en doa ma c'horf,
hag emañ c'hoazh war enaou em ene
e-giz un tantad fest.
Te, Arvernad, pa 'z i d'an Anaon,
pa vi tapet gant an Ankou,
ra vi kaset a-dreuz an neñv
d'an Tad peurbadel.
 
Evidout-te 'zo bet savet ar sonenn-mañ,
te, an ostizez a roas din
didro-kaer pevar zamm bara
pa rene an naon war ma buhez.
Digeriñ a rejout da arc'h-bara
tra m'ar baganed ha paganezed
hag an holl dud a goustiañs vat
o doa dudi o ma gwelout divoued.
 
N'oa se nemet un nebeud a vara,
met tommet en doa ma c'horf,
hag emañ c'hoazh war enaou em ene
e-giz ur friko bras.
Te, Ostizez, pa 'z i d'an Anaon,
pa vi tapet gant an Ankou,
ra vi kaset a-dreuz an neñv
d'an Tad peurbadel.
 
Evidout-te 'zo bet savet ar sonenn-mañ,
te, an estrañjour a mousc'hoarzhas didro ouzhin
glac'haret holl da neuz,
pa voen tapet gant an archerien.
N'az peus ket stlaket-te da zaouarn
tra m'ar baganed ha paganezed
hag an holl dud a goustiañs vat
a c'hoarzhe o ma gwelout kaset ganto.
 
N'oa se nemet un nebeud mel,
met tommet en doa ma c'horf,
hag emañ c'hoazh war enaou em ene
e-giz un heol splann.
Te, Estrañjour, pa 'z i d'an Anaon,
pa vi tapet gant an Ankou,
ra vi kaset a-dreuz an neñv
d'an Tad peurbadel.
 
Dzięki!
Udostępniono przez PaotrLaouenPaotrLaouen dnia śr., 26/02/2020 - 23:10
francuskifrancuski

Chanson pour l'Auvergnat

Moje komentarze