Rosja prowadzi haniebną wojnę z Ukrainą.     Bądź z Ukrainą!
  • Édith Piaf

    Le Mauvais Matelot → Tłumaczenie (bretoński)

Podziel się
Rozmiar czcionki
Tłumaczenie
Zamień języki stronami

Ar martolod fall

E-kreiz porzh Marsilha
ez eus ur gaer a vag.
E-kreiz porzh Marsilha
ez eus ur gaer a vag,
Diwar avel, war an houl.
E-barzh strad ar vag
pell diouzh an neñv, er c'horn donañ,
E-barzh strad ar vag
emañ ur paotr fall.
Ho ho ho! Tostig d'an houl. Ho ho!
 
Merc'h ar c'habiten
'zo diskennet d'e welout.
Merc'h ar c'habiten
'zo diskennet d'e welout.
Na pegen teñval eo!
Poaniet eo ma c'halon.
Lâr din, paotr koantik,
perak sammet a chadennoù
emaout amañ, e don ar strad
Ho ho ho! Ken tost d'an houl. Ho ho!
 
Paotr an douar on-me,
kouer eo ma zad.
Paotr an douar on-me,
ha spouronet on gant an houl,
ho, ho, ya-vat: spouronet mik.
Enrollet on bet er Morlu
en desped din.
Enrollet on bet er Morlu
ha n'ouzon ket neuñvial
Ho ho ho! Spouronet on gant an houl. Ho ho!
 
C'hoant am eus da adwelout ma mamm
hag an edegoù kaer
C'hoant am eus da adwelout ma mamm
hag an edegoù kaer
melen hag alaouret.
Lakait ma chadennoù da gouezhañ,
hag e timezin deoc'h.
Lakait ma chadennoù da gouezhañ,
hag e kasin ac'hanoc'h ganin
Ho ho ho! pell diouzh an houl. Ho ho!
 
E-barzh strad ar vag
emañ ar c'habiten o leñvañ.
E-barzh strad ar vag
emañ ar c'habiten o leñvañ,
na pebezh gwalleur!
Laeret en deus ma merc'h diganin
ha rannet ma c'halon
Laeret en deus ma merc'h diganin
ha ma enor ivez.
Ho ho ho! Martolod fall. Ho ho!
 
E-kreiz porzh Marsilha
ez eus ur gaer a vag.
E-kreiz porzh Marsilha
ez eus ur gaer a vag,
o tañsal gant an houl.
N'eus ket a gabiten ken,
marv eo ar c'habiten.
Re vras e oa e doan,
lammet en deus dreist al listenn
Ho ho ho! Kousket eo 'barzh an houl. Ho ho!
 
Oryginalne teksty (piosenek)

Le Mauvais Matelot

Kliknij, by zobaczyć oryginalny tekst piosenki (francuski)

Frazeologizmy z utworu „Le Mauvais Matelot”
Komentarze