Russia is waging a disgraceful war on Ukraine.     Stai cu Ucraina!
  • Georges Brassens

    Le temps passé → traducere în Breton

Acțiune
Marimea fontului
Traducere
Swap languages

An Amzer tremenet

Hervez kontoù an apotikerien,
ur bern eürusted eo ugent vloaz.
Mervel a rejont ma ugent vloaz er brezel
en tu all d'an dachenn emgann.
Mard em eus gouzañvet ur c'hast-amzer, evit gwir
hini ma ugentvet bloaz e oa-hi.
Gouelañ a ran koulskoude war he c'hollidigezh:
marv eo, an amzer vat eo oa-hi.
 
(Diskan)
Plijus eo bepred an amzer dremenet:
goude m'o deus lonket o loa,
pardoniñ a reer d'an holl re o deus manket ouzhomp;
paotred vat int an holl dud varv.
 
E-barzh da spered-gad bihan,
Bekasin, soñj e teuas dit
eus hon amourousted diouzh korn ar beg,
ur garantez vak ha didalvoud,
ur garantez a zaou real, n'ae ket, evit gwir,
pelloc'h eget penn he gwele.
Gouelañ a reomp koulskoude war he c'hollidigezh:
marv eo, kaeraet eo.
 
Gwisket em eus ma dilhad teñvalañ
ha ma neuz interamant
evit ambroug da rouantelezh an Ankou
ur bern kozh relegoù.
Biskoazh n'en deus produet an douar, evit gwir,
un hailhon ken parfed
Gouelañ a reomp koulskoude war he c'hollidigezh:
marv eo, balzamet eo.
 
Versuri originale

Le temps passé

Fă click aici pentru a vedea versurile originale (Franceză)

Idioms from "Le temps passé"
Comentarii