Publicitate

Les Ramoneurs de Menhirs - Menez unan (Pardon koloreg)

Breton
A A

Menez unan (Pardon koloreg)

En deiz all ha me ' oa bet e Pardon Koloreg
(En deiz all ha me ' oa bet e Pardon Koloreg)
Me ’m 'a gwelet ma mestrez war skalier ar vered
(Me ’m 'a gwelet ma mestrez war skalier ar vered)
 
Ha me mont d'he saludiñ, na ken kaer ’vel ma oa
(Ha me mont d'he saludiñ, na ken kaer ’vel ma oa)
Me a c'houlas diganti ha dimezet e oa
(Me a c'houlas diganti ha dimezet e oa)
 
N'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet
(N'on ket c'hoazh ma servijer, n'on ket c'hoazh dimezet)
Met bout on ur fortun vat d'an heni ma c'hemerfe
(Met bout on ur fortun vat d'an heni ma c'hemerfe)
 
Me ’m eus er gêr e ti va zad, pevar garr houarnet
(Me ’m eus er gêr e ti va zad, pevar garr houarnet)
Ha kezeg er marchosi kapabl d’o c'harreat
(Ha kezeg er marchosi kapabl d’o c'harreat)
 
Met pa oan erru eno me ne welen netra
(Met pa oan erru eno me ne welen netra)
Met ur c’hozh kazh bihan fall ' oa ket 'vit logota
(Met ur c’hozh kazh bihan fall ' oa ket 'vit logota)
 
Daouwele a oa ivez, un a bep tu d'an tan
(Daouwele a oa ivez, un a bep tu d'an tan)
Ar liñselioù ’ oa warne 'oant ket deus ar re voan
(Ar liñselioù ’ oa warne 'oant ket deus ar re voan)
 
Ar liñselioù 'oa warne 'oant ket deus ar re fin
(Ar liñselioù 'oa warne 'oant ket deus ar re fin)
Nozvezh kentañ 'm 'a kousket, 'm 'a kignet ma daoulin
(Nozvezh kentañ 'm 'a kousket, 'm 'a kignet ma daoulin)
 
Bremañ me ' cheñcho micher, me ' yelo da rocker
(Bremañ me ' cheñcho micher, me ' yelo da rocker)
Ha ' lakin war ma gweleoù liñselioù lien kaer
(Ha ' lakin war ma gweleoù liñselioù lien kaer)
 
Mulțumesc!
1 (de) mulțumiri
Postat de Michael AntoschMichael Antosch la Miercuri, 12/05/2021 - 23:32
Adaugat ca răspuns la cererea SilverblueSilverblue

 

Les Ramoneurs de Menhirs: Top 3
Comentarii
Read about music throughout history