Russia is waging a disgraceful war on Ukraine.     Stai cu Ucraina!
Acțiune
Marimea fontului
Traducere
Swap languages

Botoù-koad Lenaig

Botoù-koad Lenaig
a oa fanket holl:
Divalav e vije graet outi gant an tri c'habiten
hag heñvel d'un ene daonet
e oa ar paour-kaezh Lenaig.
Arabat dit klask pelloc'h ur stivell,
p'az peus ezhomm a zour.
Arabat klask pelloc'h: gant daeroù Lenaig
deus da leuniañ da sailh.
 
Bec'h a lakais-me warnon
d'o zennañ diganti,
botoù Lenaig, pa ne vezan ket kabiten, me,
hag un digoll bras
am eus bet eus ma foan:
e-barzh botoù Lenaig gaezh,
'barzh he botoù fanket,
kavet 'm eus-me treid ur rouanez
hag em eus o miret.
 
Lostenn gloan Lenaig
'oa tartouzet holl;
Divalav e vije graet outi gant an tri c'habiten
hag heñvel d'un ene daonet
e oa ar paour-kaezh Lenaig.
Arabat dit klask pelloc'h ur stivell,
p'az peus ezhomm a zour.
Arabat klask pelloc'h: gant daeroù Lenaig
deus da leuniañ da sailh.
 
Bec'h a lakais-me warnon
d'he zroñsañ,
lostenn Lenaig, pa ne vezan ket kabiten, me,
hag un digoll bras
am eus bet eus ma foan:
e-barzh botoù Lenaig gaezh,
'barzh he botoù kagalet,
kavet 'm eus-me divc'har ur rouanez
hag em eus o miret.
 
Ha kalon Lenaig
n'oa ket evit kanañ;
Divalav e vije graet outi gant an tri c'habiten
hag heñvel d'un ene daonet
e oa ar paour-kaezh Lenaig.
Arabat dit klask pelloc'h ur stivell,
p'az peus ezhomm a zour.
Arabat klask pelloc'h: gant daeroù Lenaig
deus da leuniañ da sailh.
 
Bec'h a lakais-me warnon
d'ober arsav enni,
e kalon Lenaig,
pa ne vezan ket kabiten, me,
hag un digoll bras
am eus bet eus ma foan:
e-barzh kalon Lenaig gaezh,
n'he doa kanet biskoazh,
kavet 'm eus-me karantez ur rouanez
hag em eus he miret.
 
Versuri originale

Les sabots d'Helene

Fă click aici pentru a vedea versurile originale (Franceză)

Idioms from "Les sabots d'Helene"
Comentarii
PaotrLaouenPaotrLaouen
   Vineri, 28/02/2020 - 15:23

Errata:
...longtemps de fontaine
n' savait pas chanter
qui avait jamais chanté