✕
Превод
Kanaouenn evit Nedeleg
Lammat ha dañsal a ra
ar vesaerien drant.
Dindan an oabl divent,
graet erc'h pa garo.
Etrezek ar stered e kerzh
ar rouanez estren.
Lammat ha dañsal a ra
ar vesaerien vihan.
Soñj o deus ar re gozh
eus an aeled sonerien:
ac'h! ra zistroio dizale
gouelioù Nedeleg a-wechall.
Met en em lañsañ a ra ar re yaouank,
vezvet diwar redek
war-zu ar blaenenn diharz
en dazont.
Sonet en deus ar c'hloc'h,
ganet eo bet ar Mabig Jezus.
Ar vuoc'h hag hec'h ebeul
a lâr dezhañ: "Demat! Brav!"
Kanet en deus ur c'hilhog.
Ganet eo bet ar Mabig Jezus.
Adlavaret en deus al labous:
"abaoe pell amzer e oan en e c'hortoz".
Lammat ha dañsal a ra
e-kreiz noz ar Pellgent,
war hentoù Bro-Frañs,
aeled eus an neñv.
Ha bamet eo pep hini
o welout anezho evel-se.
O c'hanañ a ra ar barzh
hag ar vugale ivez.
Un dañs-tro eo hemañ
eus joa ha karantez,
dañs-tro ar bed
en e zeiz kaerañ.
Dindan an oabl divent
distroet eo.
Adkregiñ a ra Nedeleg,
demat deoc'h, Mabig Jezus.
✕
Charles Trenet: Топ 3
1. | La mer |
2. | Que reste-t-il de nos amours ? |
3. | Douce France |
Коментари
- Пријавите се или се региструјте да бисте могли коментарисати
Russia is waging a disgraceful war on Ukraine. Станите уз Украјину!
О преводиоцу
Улога: Гуру
Допринос:1170 превода, 340 songs, захваљено 1297 пута, решио/ла 52 захтева помогао/ла 20 корисника, 8 transcription requests fulfilled, додао/ла 156 идиома, explained 165 idioms, оставио/ла 1088 коментара
Језици: матерњи француски, течно енглески, Breton, италијански, латински, beginner каталонски, шпански, French (Old French), Occitan, португалски, Old Occitan