Russia is waging a disgraceful war on Ukraine.     Станите уз Украјину!
Објави
Величина фонта
Превод
Swap languages

Ar Gwin

Kent kanañ
ma buhez hag ober
prezegennoù
troet em eus
ma zeod seizh gwech
em genoù pounner 1
 
Diskennet on eus tud
ne oa ket divoeson
o doareoù.
Kontet e vez
em eus denet diwar
chug miz Gouhere.
 
Ma c'havet o deus
ma zud, hep mar,
e-harz ur c'hef,
neket en ur penn-kaol,
evel tudoù
dizoare un tamm.
E lec'h gwad,
na pebezh noblañs
dispar,
e red em c'halon
likor tomm
an dreilhenn.
 
Pa vezer fur
ha pa ouzer doareoù
seven
e virer en e zalc'h
ur berenn
ouzh ar sec'hed 2
Ur berenn pe ziv,
stummet e furm
ur veltr,
stambouc'h he c'horf
ha leun a laezh mat
an Diskar-Amzer.
 
Gwechall, e-barzh an Ifernoù,
hep mar, poaniet en deus
Tantal,
pa nac'has an dour
da c'hlebiañ e
c'hourlañchenn.
Kaout sec'het a zour,
trist-kenañ eo se; hogen
ret eo lâret
kaout sec'het a win,
se zo ugent gwech
gwashoc'h.
 
Siwazh! morse n'eus glav
eus pistouilh glas
a ra tarchoù.
Roent-i gwin,
hag e teuin a-benn ar fin
da c'horo
ar saout.
Ra zeuio ar mare
pa ruilho gwin
e ster Seine:
tud a viliadoù
a ziredo di da veuziñ
o glac'har.
 
  • 1. Diwar vezviñ. E galleg "Gueule de bois".
  • 2. E galleg: "une poire pour la soif", ar pezh ne dalv ket evit ar sec'hed nemetken.
Оригинални текстови

Le vin

Кликните да видите оригиналне текстове (француски)

Collections with "Le vin"
Коментари