• Georges Brassens

    Jeanne → Breton translation→ Breton

Favorites
Share
Font Size
Translation
Swap languages

Chann

'Ti Chann, ar Chann,
digor eo he zavarn d'an dud hep ti nag aoz,
posubl e vefe ober Tavarn an Aotroù Doue outi
mar ne vefe ket unan endeo,
an hini diwezhañ ma c'heller mont tre
hep skeiñ ouzh an nor, hep aotre tremen...
 
'Ti Chann, ar Chann,
e vezer n'eus forzh piv, e teuer n'eus forzh pegoulz,
hag evel dre vurzhud, dre achanterezh
perzh e vezer eus an tiegezh.
E-barzh he c'halon, dre en em voustrañ un nebeud
e chom un tamm frankiz.
 
Chann, ar Chann,
paour eo, ha gwall-bourvezet eo he zaol d'ar peurliesañ,
met an nebeud a gaver warni a walc'h da viken.
Dre he doare reiñ
heñvel eo he bara ouzh ur wastell,
hag e dour ouzh ar gwin evel div dakenn laezh.
 
Chann, ar Chann,
paeañ a reer dezhi, pa c'heller, prizioù marzhus:
ur pok d'he zal pe d'he blev wenn,
un doare kendon war ar gitar,
chomlec'h ur c'hazh skaotet 1
pe ur c'hi kagalet holl da ober he gwerzh-butun.
 
Chann, ar Chann,
er roz hag er c'haol n'he deus ket kavet bugale
a garje hag a ziwallje ouzh ar pevar avel,
a istribilhje ouzh he c'horfenn
hag a zourje gant he laezh...
Glac'haret holl e vije maouezed all gant se...
 
Met Chann, ar Chann,
n'en em chal muioc'h eus se eget un disteraj:
bezañ mamm da dri c'hornandon, petra dalv se
pa vez-hi mamm d'an holl ved,
pa vez dezhi an holl vugale war an douar,
er mor hag en neñv.
 
  • 1. Daveet eo d'ar ganaouenn "C'est la Mère Michel qui a perdu son chat...".
Original lyrics

Jeanne

Click to see the original lyrics (French)

Comments