Jacques Brel

Mathilde - översättning till bretonska

Originaltext
Översättning

Mathilde

Text borttagen på begäran av upphovsrättsinnehavare

Matilda

Ma mamm, setu arru ar c'houlz
da vont da bediñ evit ma silvidigezh:
distroet eo Matilda,
Tavarnour1, te 'c'hell mirout da win,
ma glac'har a evin fenoz,
distroet eo Matilda.
Te avat, ar vatezh, te, Maria
gwell e ve cheñch hol liñselioù, moarvat,
distroet eo Matilda.
Mignoned, n'am dilezit ket, ket-a-se,
mont a ran d'an emgann adarre,
Matilda villiget, o vezañ ma setu-te amañ.
 
Ma c'halon, ma c'halon, arabat dit breskenn
gra evel na ouifes ket
eo distroet Matilda.
Ma c'halon, ma c'halon, paouez da adlavarout
e vez-hi kaeroc'h eget en diagent d'an hañv
ar Matilda 'zo distroet.
Ma c'halon, paouez da dodorosal,
degas d'az soñj he deus da ziroget
ar Matilda 'zo distroet.
Mignoned, n'am dilezit ket, ket-a-se,
Lârit din, lârit din arabat eo,
Matilda villiget, o vezañ ma setu-te amañ.
 
Ha c'hwi, ma daouarn, chomit difiñv:
ur c'hi eo o tistreiñ deomp diwar ar gêr-veur,
distroet eo Matilda.
Ha c'hwi, ma daouarn, arabat deoc'h lopañ:
kement-se ne sell ket ouzhoc'h,
distroet eo Matilda.
Ha c'hwi, ma daouarn, arabat deoc'h krenañ:
ho pet soñj penaos e ouelen ennoc'h,
distroet eo Matilda.
C'hwi, ma daouarn, arabat deoc'h digeriñ,
c'hwi, ma divrec'h, arabat deoc'h en em astenn,
sapre Matilda, o vezañ ma setu-te amañ.
 
Ma mamm, paouezit gant ho pedennoù,
mont a ra ho Jakez d'an ifern en-dro,
distroet eo Matilda din.
Tavarnour, degas deomp gwin,
an hini an euredoù hag ar frikoioù,
distroet eo Matilda din.
Te avat, ar vatezh, te, Maria,
kae da astenn liñselioù war ma wele bras,
distroet eo Matilda din.
Mignoned, na kontit ket warnon ken,
tufañ a ran ouzh an neñv ur wech ouzhpenn
Matilda gaer, o vezañ ma setu-te amañ, amañ.
  • 1. E galleg "Bougnat".
Du kan tacka för översättningen genom att trycka här
expand collapse Översättningsdetaljer
PaotrLaouenPaotrLaouen
inskickat 14 maj 2020 - 16:17
Logga in eller registrera dig för att lägga till en kommentar.
Logga in Logga in Användare Bli medlem

Översättningar