Georges Brassens

Fernande - переклад на Бретонська

Оригінальний текст
Переклад

Fernande

Текст пісні видалено за вимогою власників авторських прав

Justin

Ur sorc'henn a baotr dizimez eo homañ:
an tu am eus tapet
da abuziñ ma digenvez
diwar heklev ar sonenn-mañ:
 
(Diskan)
Pa 'm eus soñj eus Justin
sevel a ra din, a ra din,
pa 'm eus soñj eus Chantal
sevel 'ra din ingal
pa 'm eus soñj eus Frañsoaz
Chezus! sevel 'ra din c'hoazh,
met pa 'm eus soñj eus Jermen
neuze sevel ne ra din ken.
Ar savadenn, Pipi,
n'az peus ket perzh warni.
 
Setu ar rimadell c'hourel,
an antifonenn gastret-mat
a dregern e-barzh gedig
ar santinell gadarn.
 
Pa 'meus soñj eus Justin... (h.k.a.)
 
Evit ma frealzo e enkrez
ha na vo ket ken divlaz e vuhez
Tra ma ra war-dro e c'houloù
e kan evel-se paotr an tour-tan.
 
Pa 'meus soñj eus Justin... (h.k.a.)
 
War-lerc'h e bedenn d'ar pardaez,
pa vez tristik un tamm,
e kan evel-se ar c'hloareg
daoulinet war e vank-bediñ.
 
Pa 'meus soñj eus Justin... (h.k.a.)
 
War Plas ar Steredenn, lec'h ma oan deut
evit dasorc'hiñ ar flammenn,
fromet betek daeroù, klevet em eus
mouezh ar Soudard Dianav:
 
Pa 'meus soñj eus Justin... (h.k.a.)
 
Lakaat a rin ar pik diwezhañ
d'ar sonenn yac'hus-mañ
en ur aliañ d'ar re zizarempred
ober o himn broadel outi.
Подякуйте користувачу цією кнопкою
expand collapse Деталі перекладу
PaotrLaouen PaotrLaouen
додано 29 Лют 2020 - 16:22